Black Panther Party

Huey P. Newton.
Pennad keleier ma weler Kathleen Cleaver o komz en Hutton Memorial Park en Alameda County, California. Ma weler ur vanifestadeg studierien e-tal lez-varn Alameda County, en Oakland, California.Renerien ar Black Panther Party Huey P. Newton, Eldridge Cleaver, ha Bobby Seale a gomzas eus ur programm 10 poent ma c'houlennent digant ar velestradurezh : labour evit an holl, lojeiz dereat ha deskadurezh d'an holl, paouez gant feulster ar polis, lakaat fin d'a servi ar re zu en arme. Izili ar Black Panther Party members a gerzhe en o lifreoù. Ar studierien a gerzhe, a gane, a strake o daouarn, hag a zouge panelloù. Ar boliserien en o dilhad enepdispac'herien a gontrolle ar vanifesterien.

Ar Black Panther Party (Strollad ar Banterenn Zu), pe BPP, a veze graet anezhañ Black Panther Party for Self-Defense e penn kentañ, hag anavezet evel ar Black Panthers, a oa ur strollad politikel dispac'hel afroamerikan eus SUA, krouet en Oakland, e Kalifornia, e miz Here 1966 gant Huey P. Newton, Bobby Seale ha David Hilliard. Awenet e oant gant menozioù Malcolm X met tostoc'h e oant d'an tu-kleiz pellañ hag ar varksouriezh, ha ne oa ket dedennet ar strollad gant ar relijion.

En e varr edo ar Black Panther Party e 1970, 68 burev en devoa e kêr, ha milieroù a izili. Goustadik e oa kroget da vont da get memestra en dek bloavezh da-heul. Da gentañ e oa bet kroget pennoù bras ar strollad da vezañ louzet gant ar mediaioù brasniver, goude-se e oa aet da get, koulz lavarout, harp an dud. A-benn ar fin e oa en em gavet e unan ar strollad hep harp. Savet e oa bet cheu e-touez pennoù ar strollad, awenet dreist-holl gant an oberiadur polis COINTELPRO, aozet gant an FBI. Spurjet e oa bet izili ha lod all e oa bet dic'hoanaget. Da get ez eas ar strollad abalamour d'an disemglevioù diabarzh ha d'al labour graet gant ar FBI evit e zistrujañ o plantañ reuz ennañ a-drugarez da ditourerien ha poliserien e-touesk ar Black Panthers.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne